Ferenn c'hravitadurel
Ar ferennoù gravitadurel a zistumm ar skeudenn a resever eus un dra evel ur c'halaksienn.
Orin an distummadur
Un astr tolzennek, evel ur steredenn, un toull du pe ur c'halaksienn, a gamm ar gouloù.
Pa eveshaer galaksiennoù pe kouazaroù zo e weler efedoù optik iskis a-wezhioù : dizoublet e vez o skeudenn, teir pe pemp gwezh zoken a-wezhioù, etrezo un nebeud eilennoù gwarenn hed peotramant e kemeront stumm krommennoù en-dro d'un ahel kreiz. Hervez ar relativelezh hollek, un astr tolzennek, da skouer an Heol, a ziheñch ar bannoù gouloù a dremen en e gichen. Kadarnaat a ra bezañs un dolzenn deñval a zistumm ar gouloù un tu bennak e-kreiz ar skeudennoù, etre an draez hag an Douar.
Ijinomp da skouer e vefe ur c'halaksienn tost hag ur c'houazar pell a-steud war ur memes linenn bizañ, da lâret eo diouzh ar memes tu rik en oabl. Ar gouloù a zeufe betek ennomp eus ar c'houazar a vefe diheñchet bras neuze pa dremenfe hebiou d'ar c'halaksienn. Er skouer se, ar bannoù gouloù a dremen un disterañ a-us d'ar c'halaksienn zo diheñchet etrezek an traoñ hag a grou ur skeudenn eus ar c'houazar dilec'hiet trema an nec'h. War ar c'hontrol, ar bannoù gouloù a dremen dindan ar c'halaksienn zo diheñchet etrezek an nec'h hag a grou ur skeudenn eus ar c'houazar zo dilec'hiet war-zu an diaz. Evel se, pa vez trubuilhet skignadur gouloù ar c'houazar gant ar c'halaksienn tost e krou meur a skeudenn eus ar c'houazar-se. Depantout a ra niver ar skeudennoù diouzh stumm ar c'halaksienn ha diouzh pervezhded al linennadur. A-wezhioù, pa vez div draez war ar memes linenn en un doare disi, e c'hall skeudenn an draez pellañ bezañ kemmet kement ha ken bihan ma kemer stumm ur walenn gouloù a gelc'h skeudenn an draez tostañ.
Ouzhpenn krouiñ meur a skeudenn eus ar c'houazar, emañ ar c'halaksienn o vont da greizenniñ ar gouloù anezhañ ha da broduiñ eta skeudennoù kalz skedusoc'h. Talvoudus e c'hall bezañ an efed-se pa seller ouzh korfoù a daol nebeut a c'houloù.
Istor
Fritz Zwicky en doa rakwelet e 1937 e c'hallfe ar galaksiennoù degas efedoù gravitadurel war gouloù ar mammennoù a oa a-dreñv dezhe. Kement-se a-drugarez da lezennoù ar relativelezh hollek diazezet gant Einstein. Ret e voe gortoz 1979, koulskoude, evit evit kavout ar skouer kentañ